truget
agv.
Er pennsinonim(où)-mañ :
- mor (kelc'hiet gant ar –)
Pajenn embannet d'ar 01/11/2022. Kemm diwezhañ d'ar 25/11/2024.
Er geriadurioù
DEVRI
GBAV
- §TREUGañ
Frazennoù skwer ouzhpenn
- Dre vor e teuent rak ne veze distru an enezenn nemet d'ar reverdioù brasañ ha c'hoazh, pa veze disall mat gant ar mor. [...] Pa droas al lanv ha pa voe truiet an enezenn adarre, ne oa konikl ebet ken war Enez al Legumaj. [...] Tri bloaz war-lerc'h, da geñver ur reverdi vras, ne oa ket unan da zistruiañ an enez avat, e teuas ar sonerez en-dro.Goulc'han Kervella, Enez al legumaj (2020, TES)
- Div enezenn a zo, e gwirionez, Kammenez Vras gant un tiegezh labour-douar en he c'hreiz ha Kammenez Vihan pe Ledenez Kammenez, a-skouer gant an enezenn vras, stag outi gant un erv bili ha traezh, anvet trug. Da bep morad e vez truiet Kammenez Vihan, da lavaret eo gronnet gant ar mor d'ar gourlanv.Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 465 (2024), Goulc'han Kervella