Geriadur ar sinonimoù

asaouer

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 13/12/2022. Kemm diwezhañ d'an 10/01/2023.

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Komz a ra evel-henn asaouer Aliz : […]Youenn Drezen, Pellgent Loc'h Laoual (2020, Al Liamm)
  • […] gant un astez enkrez o weañ o izili, ur sort aon dispis e teufe asaouer ar paourkaezh plac'h d'ober luy-pav dezhe evit delc'her anezhe er bez-mañ asambles gant he relegoù.Yann Gerven, Dre faot Fauré (2019, Al Liamm)
  • Graet e vez « asaouer » eus ur sin a weler p'emañ an Ankoù o tont, troet gant « intersigne » e galleg. E levr Franseza Kervendal « Un aod... ur galon » e kaver ur ger all, eus Douarnenez : « an disluic'helladenn », ar verb « disluic'helliñ » evit ar pezh a vez santet gant unan bennak p'emañ un den kar dezhañ o vervel pe o vont da vervel. Disluic'hellet e vezomp, da skouer, pa vezomp dihunet e-kreiz hor c'housk gant ur santerezh hol laka da soñjal ez eus c'hoarvezet tra pe dra gant unan kar deomp.Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 433 (2019), Jil Penneg

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net