asaouer
Er pennsinonim(où)-mañ :
Pajenn embannet d'an 13/12/2022. Kemm diwezhañ d'an 10/01/2023.
Er geriadurioù
DEVRI
Frazennoù skwer ouzhpenn
- Komz a ra evel-henn asaouer Aliz : […]Youenn Drezen, Pellgent Loc'h Laoual (2020, Al Liamm)
- […] gant un astez enkrez o weañ o izili, ur sort aon dispis e teufe asaouer ar paourkaezh plac'h d'ober luy-pav dezhe evit delc'her anezhe er bez-mañ asambles gant he relegoù.Yann Gerven, Dre faot Fauré (2019, Al Liamm)
- Graet e vez « asaouer » eus ur sin a weler p'emañ an Ankoù o tont, troet gant « intersigne » e galleg. E levr Franseza Kervendal « Un aod... ur galon » e kaver ur ger all, eus Douarnenez : « an disluic'helladenn », ar verb « disluic'helliñ » evit ar pezh a vez santet gant unan bennak p'emañ un den kar dezhañ o vervel pe o vont da vervel. Disluic'hellet e vezomp, da skouer, pa vezomp dihunet e-kreiz hor c'housk gant ur santerezh hol laka da soñjal ez eus c'hoarvezet tra pe dra gant unan kar deomp.Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 433 (2019), Jil Penneg
Geriadur ar sinonimoù