Geriadur ar sinonimoù

disluic'helladenn

b.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 13/12/2022. Kemm diwezhañ d'ar 14/12/2023.

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Graet e vez « asaouer » eus ur sin a weler p'emañ an Ankoù o tont, troet gant « intersigne » e galleg. E levr Franseza Kervendal « Un aod... ur galon » e kaver ur ger all, eus Douarnenez : « an disluic'helladenn », ar verb « disluic'helliñ » evit ar pezh a vez santet gant unan bennak p'emañ un den kar dezhañ o vervel pe o vont da vervel. Disluic'hellet e vezomp, da skouer, pa vezomp dihunet e-kreiz hor c'housk gant ur santerezh hol laka da soñjal ez eus c'hoarvezet tra pe dra gant unan kar deomp.Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 433 (2019), Jil Penneg
  • Va mamm ur wech ouzhpenn a oa bet disluiallet.Frañseza Kervendal, Un aod... ur galon (1987, Hor Yezh)
  • Alies a-walc'h eo degouezhet din kontañ d'am c'heneiled istorioù divoaz va ziegezh gant an disluiadennoù-se.Frañseza Kervendal, Un aod... ur galon (1987, Hor Yezh)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net