Geriadur ar sinonimoù

kinnig

v.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 25/03/2023. Kemm diwezhañ d'ar 06/11/2023.

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Bep tro pa stouan va fenn, ar gwad a lamm ennañ spontuz, ken e kinnigan koueza e sempladurez.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 1
  • Kinniget az-teus tarza din ma lagad gand beg da fuzul.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 3
  • Ha setu penaoz, evid leunia va hov, am-eus kinniget koll va buhez.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 1
  • Ma oa ar Glevareg hag e vignon rederien ouesk ha dilu, e oa ar re o heulie kerkoulz hag int da c'haloupat ha darn, zoken, a ginnige dont a-benn d'o zizhout.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
  • Ar skourroù a ginnige terriñ gant ar frouezh, melloù avaloù melenek, tud paour, azv, ur c'hwezh vat d'o heul, peadra da lakaat dour deoc'h en ho kenoù e-pad pevar bloaz.Youenn Drezen, Pellgent Loc'h Laoual (2020, Al Liamm)
  • Kinnig a reas Matulin semplañ, gant ar gaouad aon a oa en em silet en e gerc'henn, pa welas e oa en em gavet e eur diwezhañ.Yeun ar Gow, Diwar dorgenn Karreg-an-Tan (2021, Mouladurioù Hor Yezh)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net