Geriadur ar sinonimoù

plediñ

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 29/03/2023.

plediñ gant / pleal [gant | ouzh]

Er geriadurioù

DEVRI

BVEAR

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Kement-se a zegas din da soñj un afer farsus-tre am boe da blediñ ganti war-dro tri pe bevar bloaz 'zo…Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 2
  • […] ha goude eur pennadig ehan war ar maez e c'hallo pleal a-nevez gant e garg.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1920-05-29
  • […] rag pep hini a ble gand e labour ouz e wellanFrançois Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille (2014, Kuzul ar Brezhoneg, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour)
  • Poent eo pleal ganeoh neuze, rag ar boan-spered a gouez war ar horv.Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 6
  • O komz evelse, na lar ket Jezuz ec'h eo arabad pleal gant treo ar vue-man ; mes krozal a ra d'ar re a ble gante hepken.Louis Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem (1903)
  • An douar eo ret pleal gantañ d'ar c'houlz ha d'an amzer, daoust da bep tra.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net