war-dro (ober & bezañ | mont... –)
Er pennsinonim(où)-mañ :
Pajenn embannet d'an 29/03/2023. Kemm diwezhañ d'ar 01/07/2023.
war-dro ([ober | bezañ | mont...] –)
Er geriadurioù
DEVRI
- §ar-droI.C.2
BVEAR
DIKKB
- §WAR-DROp.2927
GBAHE
- §war-droI.D.1
- §war-droI.D.2
GBAV
- §WAR
Frazennoù skwer ouzhpenn
- Neuze, ma komprenan mad, Jakez, an den a zo o vlejal en tu all d'an nor ema ar medisin war e dro.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 1
- An ti-se a chom eno da vreinañ goustadik, ha ne vez den ebet war e dro.Frañsez Kervella, Dindan gouriz ar bed (1985, Mouladurioù Hor Yezh)
- Domestiked all a zo war dro ar maner.Tad Medar, An tri aotrou (1981)
- Lâret e veze Joel ha Monique asidu war ma zro a vije lâret amploc'h evit ar wirionez.Yann Gerven, Ifern yen ha merc'hed klouar (1995, Al Liamm)
- Daou oh ober war dro douar an tiegezh. Eur plah oh entent ouz ar zaout.Tad Medar, An tri aotrou (1981)
- N'eus nemedoh-c'hwi hag a ra war o zro, n'eo ket gwir ?Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 3
- Tamm-ha-tamm e laoskas ma zonton ahanon d'ober war e dro.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
- D'ar mare-se, ne veze ket graet war-dro ar vugaligoù gwan-se evel bremañ.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)
- Red e veze dezañ aliez mond war-dro ar re glañv pe re dapet.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
- Me eo poent din mont war-dro ma merc'h vihan.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 2
- Ret eo dit mont, eus ma ferzh, da gemenn d'ar marichal dont war he zro.Yann Bijer, Torrebenn ! (2011, Al Liamm)
- En em lakaat a ra Nikolaz en ur c'horn […] ha goulenn un darn kig-ha-farz ouzh ar plac'h a oa deuet war e dro.Yann Gerven, Bouklet ha minellet (1990, Al Liamm)
- Pa oan krennardenn war-dro al loened e oa roët eur gorvenn verlij hlaz din.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
- Distroit buan d'ar gêr war-dro ho mab.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
- An dewarlerc'h e c'hoantaas debriñ krampouezh gwinizh, hag e tebras kement, dre m'o c'have mat, ma voe ret klask ul louzaouer war he zro.Fañch an Uhel, Kontadennoù ar bobl (1847-1892, embannet etre 1984-1994, Al Liamm, 5 levrenn), levrenn 4
- Anna Tregidi ne oa ket evit labourat na zoken skoazellañ he mamm war-dro an ti.Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez (1957, Al Liamm)
- Setu e wreg da glask ar medisin war e dro, hag hemañ da dastorned ar hlañvour.Maria Prat, Eun toullad kontadennou (1988, Ar Skol Vrezoneg)
- Ar glanvourien gez-ze a zo breman evuruz. Breman e pleer gant carante war o zro.François Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille (2014, Kuzul ar Brezhoneg, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour), §pleal