Geriadur ar sinonimoù

talabao

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 15/04/2023. Kemm diwezhañ d'an 08/05/2023.

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Hastit afo, rak war washaat ez a an talabao, ha kreskiñ a ra ar riskl.Marsel Klerg, Don Kic'hote (Cervantes) (2013, Al Lanv)
  • D'an ampoent e tirollas un tousmac'h all er solier. Un dourni, re-bar da dalabao paotred ar sabad, a oa o ren er c'hrignol.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 2
  • An dud, o kavout hir o amzer er sal, a oa ganto talabao o c'houlenn ma vije kroget gant an abadenn pe daskoret dezho gwerzh o flasoù.Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 179 (1976), Yeun ar Gow
  • N'eus ket nemeur a diegesiou ha ne ve ket enno eur vech ar mare eun tamm tabut bennag, divar eun netra avechou e sao beac'h ha talabao.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1919-12-27

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net