todion
Er pennsinonim(où)-mañ :
- trouz (– uhel, bras)
Pajenn embannet d'ar 15/04/2023. Kemm diwezhañ d'ar 05/05/2023.
Er geriadurioù
DEVRI
BVEAR
GBAV
- §TODI
Frazennoù skwer ouzhpenn
- Rebechou all da goueza war choug homañ, evel-just, ha kriadeg, karillon ha todillon, minabl.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
- A-greiz-oll, tud keiz, eun trouz spontuz a darz en on ti, med me a gomz deoh euz eun todillon e-kreiz ar sioulder !Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
- Hennezh a ra un todilhon evel karr an Ankou o tremen dre an hentchoù.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé : supplément au dictionnaire breton-français (1989, Skol Vreizh-Impram, adembannadur 2014, Yoran Embanner)
- Eus a-bell a veze klevet an todion-se.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)
- Graet 'n devoa un dodilhon aze !François Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille (2014, Kuzul ar Brezhoneg, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour), §todion
- Pa veze mezo-dall Mari, e ree du-hont, e traoñ ar bourk, e-leh ma oa o chom, kement a zafar hag a dodillon hag eun hanter-dousennad soudarded imobil.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
- Tregerniñ a rae an noz gant ar cholori. An dud a oa bet tennet eus o c'housk gant ar garnach a c'houlenne digant ar re a oa er-maez oc'h arc'houzougal war-gaout an oabl : « Petra a zo o treiñ pa 'z eus ken bras todilhon ? »Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 211-212, Jakez Konan
- Neuze 'vat e savas un todilhon kalz fromusoc'h eget an hini kentañJarl Priel, Va buhez e Rusia (1955, Al Liamm)