Geriadur ar sinonimoù

krozal

v.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 29/04/2023. Kemm diwezhañ d'an 30/04/2023.

Er geriadurioù

DEVRI

BVEAR

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Me am-eus krozet dezi hag abaoe eh eo ourzet.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
  • Krozet e vefomp gant hon zad.Fañch an Uhel, Kontadennoù ar bobl (1847-1892, embannet etre 1984-1994, Al Liamm, 5 levrenn), levrenn 1
  • Na grozez ket dezañ, eme Janig.Dir-Na-Dor, Pipi Gonto (2001, Emgleo Breiz)
  • O komz evelse, na lar ket Jezuz ec'h eo arabad pleal gant treo ar vue-man ; mes krozal a ra d'ar re a ble gante hepken.Louis Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem (1903)
  • Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vad ?... Ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen.Jarl Priel, Va buhez e Rusia (1955, Al Liamm)
  • Trugarez dit, Erwan, goud 'ouien a-walh ez-pefe krozet eun tammig, med e vefes chomet mignon din…Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
  • ma bourhis hac evroec a gomansas da grosal din [Ma bourc'hiz hag e wreg a gomañsas da grozal din.]Jean Conan, Avanturio ar citoien Jean Conan a Voengamb (1826 (dornskrid), embannet e 1990, Skol Vreizh)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net