*anv-gwan adlavaret
Er pennsinonim(où)-mañ :
Pajenn embannet d'ar 05/06/2023. Kemm diwezhañ d'ar 06/06/2023.
Er geriadurioù
BVEAR
Frazennoù skwer ouzhpenn
- Hennez a oa moan-moan e har evel ma breh.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
- Eun avelig skanv skanv o tont eus an hanternoz a skub an denvedigou a oa chomet en nenv a-zilerc'h an arne.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1920-07-24
- Pevar gantolor uhel-uhel ha d'ê eur palefas a ledander, a diskoue pelæc'h eman an nor da vont ebarz.Louis Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem (1903)
- Kanaam – ne ouie den anv all ebet dezhañ – a oa ur c'hozhiad berr berr e zivhar ha ken hir all e zivrec'h, dalc'hmat diarc'hen, truilhennek ha lous evel n'hoc'h eus gwelet biskoazh.Jarl Priel, Va zammig buhez (1954, Al Liamm)
- Ma 'tije gwelet ar garg plouz ! N'eo ket uhel-uhel-uhel-uhel-uhel, mes ledan-ledan-ledan-ledan ec'h eo !Ret 'vije deoc'h bezañ gwelet, 13 kontadenn fentus, Bro-Dreger (1992, Dastum, levrig + kasedig), Yves Le Troadec
- Met, emezon-me, paotr-kaezh, gwel' a rez an toull-karr 'zo bihan-bihan-bihan-bihan-bihan evel-se ha hon garg plouz zo ledan-ledan-ledan-ledan-ledan evel-se.Ret 'vije deoc'h bezañ gwelet, 13 kontadenn fentus, Bro-Dreger (1992, Dastum, levrig + kasedig), Yves Le Troadec
- Amañ 'mañ pont Sant-Frañsez ha hennezh 'zo ur pont bihan moan moan moan moan ha hir hir hir hir hir, ha hon garg plouz zo ledan ledan ledan ha n'eo ket uhel uhel uhel met ledan ledan ledan eo.Ret 'vije deoc'h bezañ gwelet, 13 kontadenn fentus, Bro-Dreger (1992, Dastum, levrig + kasedig), Yves Le Troadec