Geriadur ar sinonimoù

ken ez eo

trl.stn.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 05/06/2023. Kemm diwezhañ d'ar 06/03/2024.

Da skwer : jentil e oa ken e oa / jentil e oa ken ken e oa / jentil e oa ken e oa jentil.

Er geriadurioù

BVEAR

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Treut eo ken ec'h eo, dizec'het m'eo bet e gorf gant heol ar Sahara. Ahendall an euz ær vad, 'pez a c'heller kaout.Louis Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem (1903)
  • Hennezh a zo divorfil, ken n'eo ; hennezh a lakaio liv ar wirionez war va mennad.Youenn Drezen, Iru Gudari & Aotrou Maer Zalamea (2017, Al Lanv)
  • Sammet e oa e galon, ken a oa.Dir-Na-Dor, Pipi Gonto (2001, Emgleo Breiz)
  • E miz Mae diwezhañ e oa, tomm e oa ken e oa.Yann Gerven, Ifern yen ha merc'hed klouar (1995, Al Liamm)
  • Fe dec'h e oan skuiz avad ken ken ma oan skwiz / fez / og.François Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille (2014, Kuzul ar Brezhoneg, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour)
  • Un deiz e oem paket gant eur barrad amzer fall etre ar Heo hag enezenn or zant, rust ar mor ken e oa rust, dirollet lib an avel gornog ha glao-bil o koueza ken or-boa poan o weled dirazom.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
  • Tomm eo din, ken n'eo tomm !Youenn Drezen, La semana de Fray Arturo (2011, An Alarc'h, embannadur spagnoleg-brezhoneg)
  • A-dreuz roued ar prenestr, an hent gwenn-kann, ken n'eo kann.Youenn Drezen, Pellgent Loc'h Laoual (2020, Al Liamm)
  • Piriou-mañ 'oa ur vaouez farsus ken ma oa farsus.Anjela Duval, Me, Anjela (2019, Mouladurioù Hor Yezh)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net