c'hoarzhin
Er pennsinonim(où)-mañ :
Pajenn embannet d'an 11/07/2023. Kemm diwezhañ d'ar 01/01/2024.
c’hoarzhin [ da | diouzh | diwar-goust | gant | ouzh | war | war chouk ] ub.
Er geriadurioù
DEVRI
- §choarzhin-choarzhetI.A.3
- §choarzhin-choarzhetI.A.15
- §choarzhin-choarzhetI.A.17
- §choarzhin-choarzhetII.1
- §chouk-3I.2
Frazennoù skwer ouzhpenn
- An dud-ze, hep douetans a vefe diskouezet gant ar biz evel loëned kirius, hag e vefe c'houerzet outo.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1919-11-29
- Ro peoc'h 'ta, baous, gant aoun na vez klevet oc'h ober da alvaon, hag e ve c'hoarzet d'it evel d'eur Yann Zeitek !Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1920-02-21
- Aoun 'meus viche c'hoarzet diouzomp abalamour d'hon gallek kôl-fleu.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1920-05-22
- Hennez a hoarz ganeom, med bremañ-zouden e tic'hoarzo !Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 3 : le style populaire (1974, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
- Hennezh a c'hoarzhfe din e-kreiz ma genoù, hep mar ebet.Herve Gouedard, Liñvadenn Kastellaodren, ha danevelloù all (2009, Al Liamm)
- Hag eñ o vont war e hanter-kant vloaz, e veze prederiet-bras gant e stumm hag e dres : ha ne oa ket re lart ? Ha ne save ket kof dezhañ ? C'hoarzhin a raen warnañ : mistr e oa evel ur paotr yaouank, ha ken bliv-all.Per Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re (1979, Al Liamm)
- Gortoz ken ma vo pozet mad ar wetur ; anez, om barreg da vezañ stoket a-bennbouell aze, ha me n'am-eus ket a hoand da lakaad c'hoarzin diwar ma houst.Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 9
- Ha ma n'o zoullgofañ ket holl gwitibunan, neuze e c'hellot c'hoarzhin diwar va fenn, kement ha ma kerot…Marsel Klerg, Don Kic'hote (Cervantes) (2013, Al Lanv)