Geriadur ar sinonimoù

c'hoarzhin

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 11/07/2023. Kemm diwezhañ d'ar 01/01/2024.

c’hoarzhin [ da | diouzh | diwar-goust | gant | ouzh | war | war chouk ] ub.

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • An dud-ze, hep douetans a vefe diskouezet gant ar biz evel loëned kirius, hag e vefe c'houerzet outo.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1919-11-29
  • Ro peoc'h 'ta, baous, gant aoun na vez klevet oc'h ober da alvaon, hag e ve c'hoarzet d'it evel d'eur Yann Zeitek !Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1920-02-21
  • Aoun 'meus viche c'hoarzet diouzomp abalamour d'hon gallek kôl-fleu.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1920-05-22
  • Hennez a hoarz ganeom, med bremañ-zouden e tic'hoarzo !Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 3 : le style populaire (1974, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
  • Hennezh a c'hoarzhfe din e-kreiz ma genoù, hep mar ebet.Herve Gouedard, Liñvadenn Kastellaodren, ha danevelloù all (2009, Al Liamm)
  • Hag eñ o vont war e hanter-kant vloaz, e veze prederiet-bras gant e stumm hag e dres : ha ne oa ket re lart ? Ha ne save ket kof dezhañ ? C'hoarzhin a raen warnañ : mistr e oa evel ur paotr yaouank, ha ken bliv-all.Per Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re (1979, Al Liamm)
  • Gortoz ken ma vo pozet mad ar wetur ; anez, om barreg da vezañ stoket a-bennbouell aze, ha me n'am-eus ket a hoand da lakaad c'hoarzin diwar ma houst.Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 9
  • Ha ma n'o zoullgofañ ket holl gwitibunan, neuze e c'hellot c'hoarzhin diwar va fenn, kement ha ma kerot…Marsel Klerg, Don Kic'hote (Cervantes) (2013, Al Lanv)

Sterioù all eus « c'hoarzhin »

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net