goapaat
Er pennsinonim(où)-mañ :
Pajenn embannet d'an 11/07/2023.
Er geriadurioù
DEVRI
Frazennoù skwer ouzhpenn
- Evid pez a zell, ne oa ket Yann Kerel eun den plên hag ordinal, ken techet e oa da fulori evel da ouela war skoaz an nen, da leuskel leou-Doue evel da lavared e chapeled, da hoapaad ar veleien evel d'en em blijoud en o zouez.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
- Met ne oa ket padet pell ar jeu : unan bennak a oa tremenet ha kroget d'he goapaat.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)
- Debri al lapin milliget-se ! Ha beza goapeet gand Katellig ha ganit e-pad ma vin o tebri anezañ ! Birviken !Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 3
- C'hwi a zo o hoapaad ahanon-me e-pad an deiz.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)