lu (ober al –)
Er pennsinonim(où)-mañ :
Pajenn embannet d'an 11/07/2023.
Er geriadurioù
DEVRI
- §lu-21
Frazennoù skwer ouzhpenn
- C'hwi, 'm-eus aon, a zo oh ober al lu ganin-me !Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
- Hag an orged o vroudañ e galon a rae dezhañ kerzhet gant mall da welet un arvest dizereat war e veno, hag a roje tu dezhañ da c'hodisañ ar gwragez kredik-se, ha d'ober al lu ganto.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
- Ola paotred ! Eur hoz klaskerez vara 'zo dindan an dervenn goz du-hont. Deuit ganin d'ober al lu dezi.Jean-Claude Miossec, Danevelloù Oscar Wilde (Emgleo Breiz)
- Daoust d'an holl reuzioù-se e vane bepred laouen ha tuet da c'hoarzhin ha d'ober al lu gant pep tra, tud ha traoù.Frañsez Vallée, Eñvorennoù beaj, heuliet gant : Eñvorennoù ur brezhonegour (2007, Moulladurioù Hor Yezh)
- Re gristen e oa Tad-Kozh da vagañ kasoni ouzh den, re speredek e oa d'ober goap ouzh den, daoust m'eo kontet Tregeriz goaperien-daonet. Met ur vousfentelezh 'oa en e anien ha goût a ouie farsal ha n'eo ket ober al lu gant an dud.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)