Geriadur ar sinonimoù

a-bouez-penn

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 19/07/2023. Kemm diwezhañ d'an 20/07/2023.

Er geriadurioù

DEVRI

DIKKB

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Ar varc'hegerien, tud vras ha postek anezho, o sabrinier ganto en aer, a youc'he a-bouez-penn.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
  • Hopal a ree a-bouez e benn.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 3 : le style populaire (1974, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
  • « Vive la République ! » eme ar mêr a-bouez-penn. Grik. Motet an dud. « Vive la République ! » laran deoh. Mud an oll.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
  • Yann [...] a c'halvas Katou a bouez e benn.Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1919-12-13
  • Hag o-zri o kanañ a-bouez-penn – o trailhañ kentoc'h, pa lavarin mat – ur meskaj sonioù ha gwerzioù amerikaneg, galleg kozh ha brezhoneg tregoet.Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 416 (2016), Goulc’han Kervella

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net