Geriadur ar sinonimoù

genaouek

Er pennsinonim(où)-mañ :

  • sot (anvioù-gwan hag anvioù-kadarn)

Pajenn embannet d'an 03/09/2023.

& g. genaoueg, b. genaouegez

Er geriadurioù

DEVRI

BVEAR

DIKKB

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Ne oa ket a voeien da gaoud en tu all dezi evid beza genaouegez.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
  • […] hag oh bet kemeret evid eun arzodig, eur genaoueg a genta klas, eur beg-loar, eun amziod, eur braller-lost-ar-vuoh, eur Yann Zeiteg…Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 1
  • Ur plac'h aonik, va Salver, ha loukez ma'z eus bet unan war an dachenn batatez-mañ. Daoust d'hec'h eizh vloaz warn-ugent, ho pije touet e oa o paouez echuiñ he studi e ti al leanezed, met ne vijec'h ket bet gwall bell 'raok anaout warni he devoa laosket gant ar mabig Jezuz al lodenn vrasañ eus e yod, hervez ma lavarer em Bro-Dreger a-zivout ar genaouegezed.Jarl Priel, Va buhez e Rusia (1955, Al Liamm)
  • Me gred om puniset gand Doue o vezañ greet re a hoap deuz on mevel mad, 'nevoa hano 'bed nemed « genaoueg ahann, babouzeg aleshont ». N'eo ket mad ober fae war den ebed, ha bremañ 'h om dilezet amañ.Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 3

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net