Geriadur ar sinonimoù

diouzh an druilh

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 06/10/2023.

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Ar wreg-ze e deuz bugale deuz an druilh.François Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille (2014, Kuzul ar Brezhoneg, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour)
  • Goude kerkent, diouzh an druilh, gwazed ha merc'hed, koefoù-kañv gant darn eus ar re-mañ.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
  • Gwin a ruill diouz an druill.Tad Medar, An tri aotrou (1981)
  • Ha goulennoù diouzh an druilh da heul.Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 413 (2015), Malo Bouëssel du Bourg
  • E koad ar maner ez eus lapined diouz an druill. Eur baradoz eo evito ar c'hoad-se. Toullou n'eus forz pegement. Riboulou kemend-all evid mond da ober kovajou karotez, melchen, panez ha kement 'zo er parkeier tro-war-dro.Tad Medar, An tri aotrou (1981)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net