nemeur (pas –)
Er pennsinonim(où)-mañ :
- kalz (pas –)
Pajenn embannet d'an 08/10/2023. Kemm diwezhañ d'an 09/03/2024.
Er geriadurioù
DEVRI
BVEAR
Frazennoù skwer ouzhpenn
- 'M-eus aon ne oa ket nemeur a dud en-dro dah.Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 7
- Ne oa ket nemeur a liorzhoù bleuñv war ar maez.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)
- Mil maneur a zo d'ober war-dro ur menaj na c'houlennont ket nemeur a nerzh.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)
- [...] ha ne veze ket dispignet nemeur peogwir e vezen er c'heur, ne'm bije ket va c'hador da baeañ.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)
- Bara zo ? – N'eus ket meur, emezañ.Hor Yezh (kelaouenn, abaoe 1954), niv. 189 (1992), Herve Seubil Gernaudour (Geriaoueg Treger)
- N'evañ ket meur !Hor Yezh (kelaouenn, abaoe 1954), niv. 189 (1992), Herve Seubil Gernaudour (Geriaoueg Treger)
- Met, evel-just, ne chome ket pell o binvioù ha labour galoupat o dije hep ober nemeur a fonn war o labour.Anjela Duval, Me, Anjela (2019, Mouladurioù Hor Yezh)