Geriadur ar sinonimoù

netra

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 10/10/2023. Kemm diwezhañ d'ar 16/07/2024.

& netra ebet

Er geriadurioù

DEVRI

DIKKB

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • [...] mes ne gavan netra a gement a dennfe d'un erminigenn...Yann Gerven, Dre faot Fauré (2019, Al Liamm)
  • N'on gouest d'ober netra 'grenn.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 3
  • N'en deus ket lavaret netra ebet d'it divar va fenn-me ? – Na grik na mik, Perig !…Mouez ar vro (1919-1921, kazetenn), 1920-05-08
  • Ur gwall a gerseenn eo, p'emaoc'h evel-se a-zevri-kaer o poaniañ da adskoulmañ poell an darvoudoù war steuenn an tremened, bezañ rediet da anzav, a-benn ar fin, n'eus netra, netra ebet da ober.Per Denez, Diougan Gwenc'hlan (1979, Al Liamm)
  • Abaoe, al loened paour [chas] a zo tehet kuit n'ouzon ket da beleh, abalamour ne roed biskoaz begad ebed dezo da zebri. Ar haz e-unan a zo eet gand an diaoul. N'eus na ki na kaz na tamm na lomm, na foeltr na brall en ho ti. Nemedom-ni on-daou, hanter-varo hag hanter-noaz. Na blevenn na spillenn da werza, netra 'grenn, netra penn-da-benn, netra kempenn na digempenn...Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 2

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net