Geriadur ar sinonimoù

bezañ & dont an dour war o daoulagad

trl.v.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 15/12/2024. Kemm diwezhañ d'an 13/12/2024.

[ bezañ | dont ] an dour war o daoulagad, & [lakaat | degas ] dour war daoulagad ub.

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • War vete nebeud em-befe gouelet ha spurmanti a ris e oa dour ive war daoulagad va mab hag on daou vignon.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
  • Deut a oa an dour war ma daoulagad pa 'm-oa gwelet petra a oa arruet.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
  • Pa vez ezomm eur yar d'ober soubenn, ven ket pell o weañ he goug dezi, ha pa vez c'hoant da gaoud ragoud lapin, ne deu ket an dour war ma daoulagad evid lakaad ar meud dezañ, nann. N'it ket da gemer ahanon evid eur plah tener.Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 6

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net