sebezet
ag.
Er pennsinonim(où)-mañ :
- souezhet (–-bras)
Pajenn embannet d'an 29/05/2025. Kemm diwezhañ d'an 28/05/2025.
& sebezennet
Er geriadurioù
DEVRI
- §sebezet1
DIKKB
- §SEBEEDp.2568
Frazennoù skwer ouzhpenn
- A-greiz tanañ e vutun, e klevas Yann trouz er garront hag e chomas sebezet hag alvaonet p'en doe graet un astenn-gouzoug, da sellet enni, dreist ar c'harzh.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
- Bennoz ar Zakramant a deu da beurober en hon c'hreiz 'pez he deuz græt gras an Au. Doue, epad ma kren holl elvo hon c'horf, sebezet gant trouz eun tenn-kanol.Louis Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem (1903)
- Sebezet-marv e voent o kavout Yann an Direzon diarc'henn ha war lost e roched, ken krommet hag ur wareg war-stenn, ar c'hwezenn o tiverañ diouzh e dal hag an eonenn etre e zent.Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
- Bezit sebezet gant ar souezh !Maodez Glanndour, Levr Izaia (1981, Al Liamm)
- Herri. – Mond mad a ra an treou ? — Tual (Sebedennet). – Mond mat ? Med deuz peleh out difluket aze, te ?Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 7