Geriadur ar sinonimoù

istrogell

g.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 01/06/2025. Kemm diwezhañ d'an 28/05/2025.

Er geriadurioù

DEVRI

DIKKB

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Istrogelled 'oa e Tonkedeg evel e pep lec'h.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)
  • Ma n'eo ket ur vezh paeañ tailhoù d'ar stad evit kinnig leveoù da istrogelled dic'hailh evel hemañ !Jef Philippe, En tu-mañ d'an ifern (1983, Al Liamm)
  • « Kenmetrakse, » a lavaras ar c'hannad ouzhpenn, « pan eo bet lakaet Alis da istrogell, ez eo dimp tevel war an afer-mañ pe e vo savet kaozioù diwar hon penn ivez ! »Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 211-212 (1982), Jakez Konan
  • Un tamm brav a labaskenn e oa Yann Bistôg hag un istrogell kaer a zen war ar marc'had. N'en devoa ket e bar da « dreiñ ar c'hi dre e lost », evel ma vez lavaret e Bro-Gernev, pe da chom da ehanañ en ur ober van da labourat. N'eo ket souezh, eta, e veze graet outañ « an dalc'her-adreñv » gant an holl.Yeun ar Gow, Diwar dorgenn Karreg-an-Tan (2021, Mouladurioù Hor Yezh)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net