Geriadur ar sinonimoù

hailhon·ez

ak.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'an 08/06/2025. Kemm diwezhañ d'an 28/05/2025.

& g. hailhoneg

Er geriadurioù

DEVRI

DIKKB

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Petra 'glevan, hailhon trubard, ez pouzelloù milliget eo diskennet, hep ma'c'h eus bet zoken an anaoudegezh-vat da ginnig din an tañva anezhi ?Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev (1998, Al Liamm, 2 levrenn), levrenn 1
  • A-benn ar yaou e-noa kavet pevar gamarad euz ar vengleuz, pevar gwaz frank o jiletenn, hailloned eveltañ a dlefe beza bet krouget pell 'oa, tud taolet d'ar boezon ha lemm atao o hontilli.Ernest ar Barzig, Buhez ha faltazi (1984, adembannet e 2000, Brud Nevez - Emgleo Breiz)
  • Evidoc'h-c'hwi, hailhoned vil ha dizenor, ne ran tamm foeltr forzh ebet ac'hanoc'h.Marsel Klerg, Don Kic'hote (Cervantes) (2013, Al Lanv)
  • Me vo lezet ma-unan 'n em hambr ive. 'Vo ket diêz d'eun haillon bennag dond da lakaad ar meud din. Ha kenavo ; achu da Jakez.Maria Prat, Peziou-c'hoari (1992-2005, Emgleo Breiz, 9 levrenn), levrenn 6
  • En iliz ne lavar den e-bed na grig na mig. Ama n'eo ked brao kaozeal na c'hoari an aillon.Tad Medar, An tri aotrou (1981)

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net