lavaret gaou & gevier
trl.v.
Er pennsinonim(où)-mañ :
- gaou (kontañ gevier)
Pajenn embannet d'an 11/03/2026. Kemm diwezhañ d'an 08/03/2026.
lavaret [gaou | gevier]
Er geriadurioù
DEVRI
DIKKB
- §GOWp.1196
Frazennoù skwer ouzhpenn
- Da genta om bet resevet mad ha biskoaz n'eo eet an traou da benn, abalamour bewech ho-peus kavet an tu da lavared eur gaou ken braz, ken spontuz, m'eo chomet souezet-maro an dud ganeoh hag oh bet kemeret evid eun arzodig, eur genaoueg a genta klas, eur beg-loar, eun amziod, eur braller-lost-ar-vuoh, eur Yann Zeiteg…Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 1
- Neuze ar wech kenta az-teus lavaret gevier ? – Gevier, gevier, gevier n'eo ket. Marteze em-eus troet kein eun disterra d'ar wirionez.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 3
- Hervez 'gleven, ha ma lavaran gaou e ran war-lerc'h meur a hini, kelennet ha savet e oa bet an darn vuiañ eus ar merc'hed-se gant al leanezedJarl Priel, Va zammig buhez (1954, Al Liamm)
- Emañ ma mamm amañ da zislavared ahanon ma lavaran gevier.Jules Gros, Le Trésor du breton parlé, tome 2 : dictionnaire des expressions figurées (1977, Emgleo Breiz, adembannadur 2010)
- M'hel lavar deoh, mestr, debret eo ho koan ganeoh er vro-mañ. Re a hevier ho-peus lavaret. Ar chas hag ar hizier a anavez ahanoh e-giz eur gaouier.Per-Jakez Helias, Biskoaz kemend-all ! (2012, Emgleo Breiz), levrenn 1
- Ar re a lavar kement-se a lavar eur gaou, eur gaou divezet. (Feiz ha Breiz)Martial Menard, Devri, le dictionnaire diachronique du breton (2016, enlinenn), §gaou-2I.B.1
- Biskoazh n'em eus lavaret gevier pa oan bugel, n'eo ket bremañ e teskin ar vicher emichañs.Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 447 (2021), Xavier Langleiz
Geriadur ar sinonimoù