Geriadur ar sinonimoù

grataat

v.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 01/07/2026. Kemm diwezhañ d'an 30/06/2026.

Er geriadurioù

DEVRI

Frazennoù skwer ouzhpenn

  • Grataet em boa monet d'e welet du-hont da Barame. Grataet en doa donet da'm gwelet d'an Alre. Grataet hor boa skrivañ alies, met petra 'faot deoc'h ?Al Liamm (kelaouenn, abaoe 1946), niv. 415 (2016), Sten Kidna
  • Sur a-walc'h e oa bet grataet Kaskaran d'ar c'hont get Maodan Pennarzh.Maël Graignic, Mab Rozkelenn (2025, Al Liamm)
  • Nebeut amzer goude, ez eas ar beleg da Gêr-ar-Gudon evit seveniñ ar pezh en devoa grataet ober.Yeun ar Gow, Diwar dorgenn Karreg-an-Tan (2021, Mouladurioù Hor Yezh)