Geriadur ar sinonimoù

laouen

adv.

Er pennsinonim(où)-mañ :

Pajenn embannet d'ar 14/11/2026. Kemm diwezhañ d'an 12/11/2026.

Frazennoù skwer

  • Mont a refet da Landreger disul ? – Ya laouen ! / N'in ket laouen !François Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille (2014, Kuzul ar Brezhoneg, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour), §laouen
  • N'e ket bet da vreur er ger ? – Gé, laouen. / Nan laouen !François Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille (2014, Kuzul ar Brezhoneg, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour), §laouen
  • Mes, ma C'hoar, daoust ha c'hwi ac'h anavefe blaz al luz ? — Ya laouen, ha pell 'zo.Louis Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem (1903)
  • Mamm ! n'eo ket me eo ar gwellañ plac'h bihan ac'h eus ? – Eo laouen, va bugel.Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon (1982, Hor Yezh, adembannadur 1993)
  • Un daolenn vuhezek eus meteier al labour-spered hag an arzoù eo al levr-mañ, a lavaro lod. Ya, laouen, hogen ivez ur veaj dudius e Breizh, « Breizh kaer-kurius » evel ma oa c'hoazh e-tro pleg an naontekvet kantved !Herve Gouedard, Paul Sérusier, ul livour e Breizh (2013, Al Liamm)

Ster all eus « laouen »