Geriadur ar sinonimoù

Geriadurioù diazez

Sell amañ an oberennoù am eus kemeret harp warne da gentañ-tout evit sevel Geriadur ar sinonimoù. Daveet em eus ingal da c'heriadurioù all, studiadennoù, oberennoù lennegel, mammennoù all a bep seurt.

  • DEVRI (3 288 meneg) : Devri, le dictionnaire diachronique du breton, Martial Menard, 2016, enlinenn ≈ 69 000 pennger. Mammenn gentañ al lec'hienn-mañ.
  • GBAHE (362 veneg) : Geriadur brezhoneg an Here, 2001, An Here ≈ 20 000 pennger. Ar geriadur hollvrezhonek nemetañ.
  • GBAV (291 meneg) : Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Francis Favereau, 2000, Skol Vreizh ≈ 50 000 pennger el lodenn BR>FR. (+ stumm kresket da bellgargañ)
  • BVEAR (368 meneg) : Brezhoneg Bro-Vear, 2016, enlinenn ≈ 6 500 pennger ha 60 000 frazenn. An holl vrezhonegoù zo mat met brezhoneg Treger eo an tad ! C'hem c'hem... Un tamm emvruderezh...
  • DIKKB (511 meneg) : Diksionêr Kreis-Breizh, Gurvan Lozac'h, da bellgargañ ≈ 3 000 pajenn war ar brezhoneg komzet e Kreiz-Breizh.
  • DFBMM : Dictionnaire français-breton, Martial Ménard, 2012, Palantines, 2020, An Alarc'h, deuxième édition revue, corrigée et augmentée Ne'm eus ket graet meneg anezhañ er sinonimoù peogwir n'emañ an antreoù nemet e galleg ennañ, met rekouret on bet gantañ avat.

Kas un evezhiadenn


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net