Geriadur ar sinonimoù

Penaos eo savet Geriadur ar sinonimoù ? Penaos ober gantañ ?

Ar pennsinonimoù

Bodet eo an holl sinonimoù a denn d'ur memes ster dindan ur pennsinonim.

Abalamour da anavezout aezetoc'h ar pennsinonimoù e vezont skrivet gant lizherennoù bras.

Ar pennsinonimoù eo antreoù ar geriadur.

War pajenn pep pennsinonim e vez gwelet e holl sinonimoù.

Sellit ouzh pajenn ar pennsinonim LOAR, lakomp : https://www.geriadur-ar-sinonimou.net/pennsinonim-22-LOAR

Meur a rannbennad zo.

Ar rannbennad kentañ a ziskouez sinonimoù hag o deus un dalvoudegezh tost pe tostoc'h d'ar pennsinonim.
Evit LOAR : « loar, heol ar bleiz, kazeg wenn ».

Da ziwall zo : arabat meskañ ar pennsinonim LOAR hag ar sinonim loar. Ar PENNSINONIMOÙ n'int nemet etiketennoù evit bodañ sinonimoù. Choazet eo bet ar ger a seblant bezañ implijet ar muiañ. Evit ar sinonimoù, gwelet pelloc'h.

Ma vez rannbennadoù all er pennsinonim e vo kavet enne sinonimoù gant ur ster resisoc'h.
Evit LOAR, da skwer, zo sinonimoù hag a denn da « stumm al loar », da « sked al loar », ha kement zo.

Ar sinonimoù

Evit gwelet titouroù diwar-benn sinonim-mañ-sinonim eo ret klikañ warnañ.

Sellit ouzh pajenn ar sinonim loar, lakomp : https://www.geriadur-ar-sinonimou.net/sinonim-1016-loar

Diskouezet e vez e peseurt geriadurioù e c'haller kavout ar sinonim choazet : e Devri peurvuiañ, hag e geriadurioù all alies. Diouzh an degouezh e c'haller klikañ evit mont da welet ar gerioù war ul lec'hienn all.

Diouzh an degouezh e vez roet frazennoù skwer ivez, tennet eus al lennegezh pe eus dastumadoù all, en ho skritur orin.

E-kichen titl ar bajenn zo ul liamm evit retorn da bajenn ar pennsinonim.

E traoñ ar pennad zo liammoù evit tremen eus an eil sinonim d'egile hep retorn da bajenn ar pennsinonim.

Penaos klask sinonimoù ?

1. Gallout a rit klikañ war al lizherennoù a vez gwelet ordin e krec'h ar bajenn. Eno e welfet an holl BENNSINONIMOÙ a gomañs gant al lizherenn choazet.

2. Gallout a rit ivez ober gant ar c'hombod klask zo dindan al lizherennoù. Ret eo skrivañ un heuliad lizherennoù : ur ger pe un tamm eus ur ger. Diskouezet e vo an holl sinonimoù hag emañ enne an heuliad lizherennoù skrivet ganeoc'h.

Klaskit ar ger « kazeg », lakomp.
E-mesk ar sinonimoù diskouezet deoc'h e vo hemañ, er stumm-mañ :
[3] kazeg wenn < loar

– Gallout a rit klikañ war « kazeg wenn » evit gwelet pajenn ar sinonim-se.

– Gallout a rit klikañ war « LOAR » evit gwelet pajenn ar pennsinonim-se gant listenn an holl sinonimoù eus LOAR.

– Ma vez ur chifr dirak ar sinonim (amañ [3]) e c'hallit gwaskañ war an douchenn « 3 » evit mont diouzhtu d'ar sinonim hep klikañ.

Kas un evezhiadenn war ar bajenn-mañ


Ne vo implijet ho chomlec'h postel nemet evit dont e darempred ganeoc'h. Ma ne c'houlennit ket reiñ ho chomlec'h postel e c'hallit lakat ul lesanv (pe mann ebet), met neuze ne c'hallin ket eskemm posteloù ganeoc'h.

Evit prouiñ n'oc'h ket ur robot ,

Gallout a rit ivez kas ur postel din direkamant : webmaster@fidambie.net